Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 21:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Tud kêr Nabod, an henaourien hag ar pennoù a oa o chom en e gêr, a reas evel m'he doa gourc'hemennet Jezabel dezho, hag hervez ma oa skrivet el lizhiri he doa kaset dezho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 21:11
20 Iomraidhean Croise  

Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.


Hag ec'h embannjont ur yun hag e lakajont Nabod e penn ar bobl.


Met irienniñ a rejont a-enep dezhañ, hag e lazhjont anezhañ gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU.


Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.


Dre m'o doa doujet an amiegezed Doue, e roas dezho tiegezhioù.


Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.


Kalz a glask grad-vat an hini a ren, met barnedigezh an den a zeu eus an AOTROU.


Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreñv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoù, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.


Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoù all.


Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d’o bro dre un hent all.


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,


Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.


Neuze ar roue a lavaras d'an archerien en em zalc'he dirazañ: Distroit ha lakait d'ar marv aberzhourien an AOTROU , dre m'o deus prestet o dorn da Zavid, pa ouient e tec'he ha n'o deus ket e lavaret din. Met servijerien ar roue ne fellas ket dezho astenn o dorn evit en em deurel war aberzhourien an AOTROU .


Bremañ eta, o roue, diskenn evel m'en deus c'hoant da ene. Diskenn, hag e vo deomp e lakaat etre daouarn ar roue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan