1 Rouaned 20:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
40 Hag evel ma oa da servijer oc'h ober war-dro traoù all, eo tec'het an den. Roue Israel a respontas dezhañ: Da varnedigezh eo, disklêriet ec'h eus-te da-unan!
Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.
Evel ma tremene ar roue, e krias d'ar roue hag e lavaras: Da servijer a zo aet e-kreiz an emgann, ha setu, unan bennak o pellaat en deus degaset din un den hag en deus lavaret din: Diwall an den-mañ; mar deu da dec'hout kuit, da vuhez a vo evit e vuhez, pe e paei un talant arc'hant.
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.