Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.
Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.
ha sav un arme heñvel ouzh an hini ac'h eus kollet, gant kement a gezeg ha kement a girri. Hag e raimp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag e vimp kreñvoc'h egeto. Hag e selaouas o ali, hag e reas evel-se.
An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
hag a lavaras: Digor ar prenestr etrezek ar sav-heol. Hag e tigoras anezhañ. Hag Elizea a lavaras dezhañ: Tenn. Hag e tennas. Hag Elizea a lavaras: Ur bir a zieubidigezh a-berzh an AOTROU eo, ur bir a zieubidigezh a-enep ar Siriz. Skeiñ a ri war ar Siriz en Afek, betek o distrujañ.
Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek.