Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 20:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Gra kement-mañ: Lam pep hini eus ar rouaned-se eus e lec'h, laka en o lec'h renerien,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 20:24
6 Iomraidhean Croise  

Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.


Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.


ha sav un arme heñvel ouzh an hini ac'h eus kollet, gant kement a gezeg ha kement a girri. Hag e raimp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag e vimp kreñvoc'h egeto. Hag e selaouas o ali, hag e reas evel-se.


Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan