1 Rouaned 20:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
20 Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.
Neuze pep hini, o kregiñ e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim. Emañ e Gabaon.
Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.