Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 2:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Perak eta ne'c'h eus ket miret le an AOTROU hag ar gourc'hemenn am boa roet dit?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 2:43
7 Iomraidhean Croise  

Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heñver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.


Ar roue a gasas da c'hervel Shimei hag a lavaras dezhañ: Ha ne'm oa ket graet dit touiñ dre an AOTROU, ha ne'm oa ket lavaret dit: Gouez e varvi dreist mar d'an deiz ma'z i kuit ha ma'z i er-maez du-mañ pe du-hont? Ha ne'z poa ket respontet: Ar gomz-se a zo mat, klevet em eus?


Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhañ war da benn.


Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiñ dezho ur galon unvan, evit ober an traoù gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoù, hervez komz an AOTROU.


Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.


Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d’ar c’hastiz, met ivez abalamour d’ar goustiañs.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan