Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
Ar roue a lavaras da Hazael: Kemer ur prof ez torn ha kae da gavout den Doue, ha goulenn kuzul drezañ digant an AOTROU, o lavarout: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ?
Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhañ sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhañ da vont en ur gambr kuzhet.
Ar gward a roas keloù o lavarout: Aet eo betek enno, ha ne zistro ket. An doare da vleinañ a zo heñvel ouzh hini Jehu mab Nimshi, rak bleinañ a ra gant buander.
Jehu a lavaras da Vidkar e eiler: Kemer-eñ ha taol-eñ e park Nabod eus Jizreel. Rak az pez soñj, pa oamp war varc'h me ha te, an eil e-kichen egile war-lerc'h Akab e dad, an AOTROU a zisklêrias a-enep dezhañ ar c'homzoù-mañ:
Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.
Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.
An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak warnañ, war Voab, e lakain da zont bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.
Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c'hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho.