Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.
Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.
Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,