Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keñver ar vro.
hag ez eas war-lerc'h an den eus Israel en e deltenn hag o lazhas o-daou, an den eus Israel hag ar wreg en he mammog. Ar gouli a baouezas diwar mibien Israel.
Mibien Jozef a lavaras: Ar menez ne vo ket a-walc'h deomp, ha kirri houarn o deus an holl Gananeiz a zo o chom war zouar an draonienn, ar re a zo o chom e Bet-Shean hag en he c'hêrioù, hag ar re a zo o chom e traonienn Jizreel.