Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:40
17 Iomraidhean Croise  

Goude Elia a lavaras da Akab: Pign, debr hag ev, rak setu trouz krozus ar glav.


Akab a lavaras da Jezabel kement en doa graet Elia, ha penaos en doa lazhet an holl brofeded dre ar c'hleze.


Holl bobl ar vro a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont a-grenn e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal. An aberzhour a lakaas gwarded e ti an AOTROU.


Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas dre hent dor ar C'hezeg da di ar roue, hag eno e lakajont anezhi d'ar marv.


An holl bobl a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal.


An hini a aberzho da zoueoù all nemet d'an AOTROU hepken a vo lazhet.


Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac'ho ouzh e gleze ar gwad!


Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,


Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Sisera a zastumas e holl girri, nav c'hant karr houarn, gant an holl bobl a oa gantañ, adalek Haroshed-Goim betek froud Kison.


hag e sachin da'z kavout, e froud Kison, Sisera penn arme Jabin, gant e girri hag e strollad, hag e lakain anezhañ etre da zaouarn?


Aet int bet gant froud Kison, ar froud kozh, froud Kison. Va ene en deus mac'hed d'an treid o nerzh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan