Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.
Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.
David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!
ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma'z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,
An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.
evel ma'z ae ar flamm eus an aoter war-zu an neñv, ael an AOTROU a savas ivez e flamm an aoter. Manoak hag e wreg, o welout kement-se, a gouezhas war o dremmoù d'an douar.