Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:38
14 Iomraidhean Croise  

Pa voe kuzhet an heol, e voe un deñvalijenn vras. Ha setu, e voe ur fornez mogedus, hag ur flamm-tan a dremenas etre ar c'harterioù lodennet.


Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.


Hag ez ae an dour tro-dro d'an aoter, hag e oa leun a zour ar foz.


Selaou, AOTROU, selaou! Ra ouezo ar bobl-mañ ez eo te, AOTROU, hag a zo Doue, hag ez te hag a zistro o c'halon en-dro.


Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU , hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c'halvas an AOTROU , a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.


P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti.


Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neñvoù hag en deus devet an deñved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.


Gant an aon ez aint d'o c'hreñvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emañ e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.


Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet.


Un tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an AOTROU.


An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.


Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud.


Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan