Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.
Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent.
En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.
Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.
Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!
me a lavar deoc’h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma’z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d’e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.