Hag e lavaras: Leugnit pevar brokad dour, ha skuilhit anezho war al loskaberzh ha war ar c'hoad. Hag e lavaras: Grit un eil gwech. Hag e rejont un eil gwech. Hag e lavaras: Grit un deirvet gwech. Hag e rejont un deirvet gwech.
En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.