Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:31
17 Iomraidhean Croise  

Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Jakob a reas goulennoù outañ, o lavarout: Desk din da anv, me az ped. Respont a reas: Perak e c'houlennez va anv? Hag e vennigas anezhañ eno.


Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel.


Doue a lavaras: Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhañ an anv Israel.


Ha betek bremañ e reont hervez o gizioù kentañ: ne zoujont ket an AOTROU, ne reont nag hervez o reolennoù, nag hervez o barnedigezhioù, nag hervez al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus roet an AOTROU Doue da vibien Jakob, a anvas Israel.


Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.


Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.


Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.


En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioù Israel, hag e viot va fobl.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoù ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hêrezh; Jozef en devo div lodenn.


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


Jozue a savas e Gilgal an daouzek maen en doa kemeret eus ar Jordan.


Bez’ e oa ur voger vras hag uhel. Bez’ e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez’ e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan