Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoù gant kontilli ha gant goafioù, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:28
9 Iomraidhean Croise  

War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!


Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec'h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac'hanon, rak va doue out.


Gaza a zo deuet da vezañ moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flañchoù?


Ne reot flañch ebet en ho kig evit unan marv, ha ne tresot ket a verkoù warnoc’h. Me eo an AOTROU.


An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoù a vaouted, hag e dekmiliadoù a froudoù eoul? Hag e roin va c'hentañ-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?


Ha pa vo lavaret dezhañ: Petra eo ar goulioù-se a zo ez taouarn? E responto: E ti va mignoned eo, int bet graet din.


Chom a rae dalc’hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc’h en em vloñsañ gant mein.


Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.


Mibien an AOTROU ho Toue emaoc'h-c'hwi. N'en em reot flañch ebet ha n'en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan