Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Kemer a rejont ar c'hole a voe roet dezho, hag ec'h aozjont anezhañ, hag e c'halvjont anv Baal adalek ar beure betek kreisteiz, o lavarout: Baal, selaou! Met ne voe mouezh ebet na respont ebet. Hag e lamment en-dro d'an aoter o doa graet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:26
21 Iomraidhean Croise  

Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.


Elia a lavaras da brofeded Baal: Dibabit deoc'h ur c'hole hag aozit anezhañ da gentañ, rak niverusoc'h ez oc'h, ha galvit anv ho toueoù, met ne lakait ket an tan.


War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!


Dastumet e voent a-wrac'helladoù, hag e flaerias an douar.


Evel ma oa oc'h azeuliñ e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas warnañ gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. Hag Esar-Haddon e vab a renas en e lec'h.


Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec'h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac'hanon, rak va doue out.


En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.


E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec'h, hag e chomo eno hep fiñval eus e lec'h. Goude e youc'hint dezhañ, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan.


Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.


Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.


Ar vartoloded o doe aon, hag e krias pep hini d'e zoue, hag e taoljont er mor traoù a oa el lestr evit he skañvaat. Met Jonaz a oa diskennet e strad al lestr, hag e oa gourvezet o kousket-don eno.


Da betra e servij ar skeudenn gizellet, evit ma rafe ar c'hizeller anezhi? Da betra e servij ar skeudenn deuzet a zesk ar gaou, evit ma lakafe an oberour en deus he graet e fiziañs enni? Oberiañ a ra idoloù mut.


Gwalleur d'an hini a lavar d'ar c'hoad: Dihun! Ha d'ar maen mut: Kelenn a raio! Setu, goloet int a aour hag a arc'hant, ha n'eus spered ebet enno.


Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoù, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh.


Pa bedit, n’en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.


Gouzout a rit penaos pa oac’h paganed, e oac’h douget d’an idoloù mut, hervez ma oac’h renet.


Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d’an idoloù, ec’h ouzomp penaos un idol n’eo netra er bed ha penaos n’eus nemet un Doue hepken.


An deiz war-lerc'h tud Asdod a savas mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU . Hag e kemerjont Dagon, hag e lakajont anezhañ en e lec'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan