Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 18:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 18:24
14 Iomraidhean Croise  

Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.


Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.


Ra vo roet deomp daou gole, ra zibabint unan evito, ra zidroc'hint anezhañ a-dammoù, ha ra lakaint anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakaint ket an tan. Me a aozo ar c'hole all, hag e lakain anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakain ket an tan.


Elia a lavaras da brofeded Baal: Dibabit deoc'h ur c'hole hag aozit anezhañ da gentañ, rak niverusoc'h ez oc'h, ha galvit anv ho toueoù, met ne lakait ket an tan.


Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.


An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue!


Shimei a respontas d'ar roue: Ar gomz-se a zo mat; da servijer a raio kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Evel-se e chomas Shimei e Jeruzalem e-pad pell.


Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU , hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c'halvas an AOTROU , a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.


P'en doe echuet Salomon da bediñ, an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoù, ha gloar an AOTROU a leunias an ti.


Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras: Dre ma vo peoc'h ha surentez e-pad va deizioù!


Mard int profeded ha mard emañ komz an AOTROU ganto, ra erbedint e-kichen AOTROU an armeoù, evit ma chomo an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem, ha ma ned aint ket da Vabilon.


An tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU, hag a guzumas war an aoter al loskaberzh hag al lard. An holl bobl henn gwelas hag en ur leuskel kriadennoù a levenez e em daoljont war o dremmoù.


Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan