16 Abdia a yeas eta da gavout Akab hag a lavaras an dra dezhañ. Hag Akab a zeuas da gavout Elia.
Met Elia a lavaras: AOTROU an armeoù, en em zalc'han dirazañ, a zo bev! A-dra-sur en em ziskouezin hiziv da Akab.
Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel?
Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.