Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 17:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 17:24
14 Iomraidhean Croise  

Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:


Elia a gemeras ar bugel, hag a ziskennas anezhañ eus kambr uhel an ti, d'e reiñ d'e vamm. Hag Elia a lavaras: Sell! Da vab a zo bev!


Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mañ, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!


Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.


Klasket en deus ar Prezeger kavout komzoù plijus. Ar pezh a zo bet skrivet a zo komzoù eeun, komzoù a wirionez.


Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout.


Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.


Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.


Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.


Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.


Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


N’em eus ket skrivet deoc’h dre ma n’anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma’c’h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan