Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 16:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 16:33
15 Iomraidhean Croise  

Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.


Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoù ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera e Samaria,


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.


met ma ec'h eus kerzhet war hent rouaned Israel, en ur lakaat Juda ha tud Jeruzalem da c'hastaouiñ evel m'en deus graet ti Akab, dre ma ec'h eus zoken lazhet da vreudeur, tiegezh da dad, a oa gwelloc'h egedout,


Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Er c'hontrol e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù hag e troc'hot o Asheraoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan