1 Rouaned 16:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
29 En eizhvet bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Akab mab Omri da roue war Israel. Akab mab Omri a renas war Israel e Samaria daou vloaz warn-ugent.
Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.
hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gêr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez.
Tud ar strolladoù en doa kaset kuit Amazia evit na zeufent ket gantañ d'ar brezel, en em daolas war gêrioù Juda, adalek Samaria betek Bet-Horon, hag e lazhjont tri mil den hag e skrapjont ur preizh bras.
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.