Ar bobl hag a oa o kampiñ eno a glevas lavarout: Zimri en deus iriennet, ha zoken en deus skoet ar roue. En deiz-se, holl Israel a lakaas er c'hamp da roue Omri, penn arme Israel.
Abimelek a vrezelas a-enep kêr e-pad an holl zevezh-se, hag e tapas kêr, hag e lazhas ar bobl a oa enni. Goude-se e peurziskaras kêr hag e hadas holen warni.