Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 14:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 14:30
7 Iomraidhean Croise  

Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ.


Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas holl di Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep ti Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam mab Salomon.


Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur mibien Israel, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komz an AOTROU, hag e tistrojont hervez komz an AOTROU.


Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel.


Ha brezel a voe etre Asa ha Baesha roue Israel, e-pad holl amzer o buhez.


Diwar-benn oberoù Roboam, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioù Shemaja ar profed hag Iddo ar gwelour, el lignezouriezh? Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan