Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 14:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 14:26
12 Iomraidhean Croise  

Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:


Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.


Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.


Kemer a reas an holl aour hag an holl arc'hant, hag an holl listri a voe kavet e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag ivez gouestlidi, hag e tistroas da Samaria.


Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.


Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez!  Ehan


Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan