Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 14:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 14:24
11 Iomraidhean Croise  

O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.


Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù.


Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, e gurioù a reas hag e vrezelioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?


Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiñ teltennoù evit Ashera.


Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù ha ne reot hini ebet eus an euzhusterioù-se, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.


Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


Ne vo gast ebet e-touez merc'hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel.


Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan