Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 14:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Juda a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h atizjont e warizi en abeg d'ar pec'hedoù a rejont, muioc'h eget n'o doa graet biken o zadoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 14:22
19 Iomraidhean Croise  

Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.


Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


Ha Juda zoken n'en deus ket miret gourc'hemennoù an AOTROU o Doue, met en deus kerzhet er reolennoù diazezet gant Israel.


Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù,


Pa voe startaet ar rouantelezh gant Roboam, ha pa voe deuet da vezañ kreñv, e tilezas lezenn an AOTROU, hag holl Israel gantañ.


Met ober a reas an droug, rak ne lakaas ket e galon da glask an AOTROU.


E hegasiñ a rejont gant o uhellec'hioù, hag ec'h atizjont e warizi gant o idoloù.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.


Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc’h ez omp egetañ?


An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.


Rak an AOTROU da Zoue a zo un tan loskus, un Doue gwarizius.


Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a nerzhekaas Eglon roue Moab a-enep Israel, dre m'o doa graet an droug dirak daoulagad an AOTROU.


Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h ankounac'hajont an AOTROU o Doue, hag e servijjont ar Baaloù.


Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, goude ma voe marvet Ehud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan