20 Jeroboam a renas daou vloaz warn-ugent, hag e c'hourvezas gant e dadoù. Ha Nadab e vab a renas en e lec'h.
Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel.
Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.
Ha David a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David.
Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Mikaja merc'h Uriel eus Gibea. Ha brezel a voe etre Abija ha Jeroboam.
Jeroboam n'en doe nerzh ebet ken e-pad amzer Abija. An AOTROU a skoas warnañ, hag e varvas.
an den en em c'hourvez ha n'adsav ken. Betek na vo ken a neñvoù, ne zihunint ket ha ned aint ket er-maez eus o c'housk.
Krial a ran gant va mouezh d'an AOTROU, hag e respont din eus e venez santel. Ehan
Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.