Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 13:8
14 Iomraidhean Croise  

Rak bet em eus ar gourc'hemenn-mañ digant komz an AOTROU: Ne zebri ket bara, n'evi ket dour, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.


Elizea a respontas: An AOTROU en em zalc'han dirazañ a zo bev! Ne gemerin netra. Naaman a zalc'has anezhañ da gemer, met ne fellas ket dezhañ.


Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!


Int a lavaras: Doue an Hebreed a zo deuet a-raok deomp; lez ac'hanomp d'ober ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, gant aon na skofe warnomp gant ar vosenn pe ar c'hleze.


Faraon a roas an urzh-mañ en deiz-se d'ar vistri-vicherour lakaet war ar bobl ha d'ar gefridiourien:


Te a lavaro kement a c'hourc'hemennin dit, hag Aaron da vreur a gomzo da Faraon, evit ma lezo mibien Israel da vont er-maez eus e vro.


Balaam a respontas o lavarout da servijerien Balag: Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU va Doue evit ober un dra vihan pe vras.


Balaam a lavaras: Chomit amañ fenoz hag e respontin deoc'h hervez ar pezh a lavaro an AOTROU din. Priñsed Moab a chomas e ti Balaam.


Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?


P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Ha gant le e lavaras: Kement a c’houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan