Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 12:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Hag e reas ivez tiez en uhellec'hioù, hag e lakaas da aberzhourien tud a-douez an holl bobl ha na oant ket mibien Levi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 12:31
14 Iomraidhean Croise  

Hemañ a yeas kuit, hag ul leon a gavas anezhañ war an hent hag en lazhas. E gorf a oa astennet war an hent, an azen en em zalc'he e-kichen ar c'horf, hag al leon ivez en em zalc'he e-kichen ar c'horf.


Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Unan eus an aberzhourien a oa bet harluet eus Samaria, a zeuas da chom e Betel, hag e kelennas dezho penaos doujañ an AOTROU.


Met pep broad a reas e zoueoù hag a lakaas anezho e tiez an uhellec'hioù o doa graet ar Samaritaned, pep broad er c'hêrioù ma oa o chom enno.


Hag e toujent ivez an AOTROU, hag e lakajont da aberzhourien an uhellec'hioù tud kemeret eus o zouez, a aberzhe evito e tiez an uhellec'hioù.


Ha n'hoc'h eus ket kaset kuit aberzhourien an AOTROU, mibien Aaron, hag al Levited? Ha n'hoc'h eus ket graet deoc'h aberzhourien evel pobloù ar broadoù? Pep hini a zo deuet evit bezañ kensakret gant ur c'hole yaouank ha seizh tourz, a zo deuet da vezañ aberzhour d'ar pezh n'eo ket Doue.


e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.


Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.


Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.


Lakaat a ri en o c'harg Aaron hag e vibien evit ma virint o servij a aberzhourien. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


E c'hopr a roi dezhañ en deiz memes, a-raok ma kuzho an heol, rak paour eo hag e ene a c'hortoz kement-se. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan