Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 12:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Mar pign ar bobl-mañ evit ober aberzhoù da di an AOTROU e Jeruzalem, kalon ar bobl-mañ a droio etrezek o aotrou Roboam roue Juda, hag e lazhint ac'hanon, hag e tistroint da gavout Roboam roue Juda.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 12:27
14 Iomraidhean Croise  

Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.


Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Jeroboam a lavaras en e galon: Ar rouantelezh a c'hellfe bremañ distreiñ da di David.


Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,


Kanaouenn ar "Maalod". Kriet em eus d'an AOTROU em estrenvan, hag en deus va selaouet.


Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


met da loskaberzhoù a ginnigi el lec'h dibabet gant an AOTROU en unan eus da veuriadoù, hag eno e ri kement a c'hourc'hemennan dit.


Aberzhiñ a ri ar Pask d'an AOTROU da Zoue, da loened bras ha bihan, el lec'h en devo dibabet an AOTROU evit lakaat e anv da chom ennañ.


met el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ ec'h aberzhi ar Pask, d'abardaez, adalek ma vo kuzhet an heol, d'an ampoent ma'z aes kuit eus an Ejipt.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan