Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 12:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 12:20
12 Iomraidhean Croise  

Hag holl dud Israel a bellaas diouzh David hag a yeas war-lerc'h Sheba mab Bikri. Met tud Juda en em stagas ouzh o roue, adalek ar Jordan betek Jeruzalem.


Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.


Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.


Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a oa o chom e kêrioù Juda.


Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.


Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.


Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan