Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 11:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 11:38
20 Iomraidhean Croise  

abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Roet em eus diskuizh dit eus da holl enebourien. Hag an AOTROU a ro da anavezout dit e savo dit un ti.


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.


Izelaat a rin lignez David en abeg da-se, met ne vo ket da viken.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


Diwar-benn an ti-se ac'h eus savet, mar kerzhez em reolennoù, ma rez diouzh va barnedigezhioù, ma virez va holl c'hourc'hemennoù evit kerzhout enno, e sevenin ez keñver ar gomz am eus lavaret da Zavid da dad,


abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Izelaet em eus da holl enebourien, hag e kemennan dit penaos an AOTROU a savo un ti dit.


Dre m'o doa doujet an amiegezed Doue, e roas dezho tiegezhioù.


Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.


N'en debri ket evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.


gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag oc'h ober diouto.


An AOTROU a gerzho dirazout hag a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout. Na'z pez ket aon ha bez dispont!


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan