Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 11:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 11:37
7 Iomraidhean Croise  

Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.


Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.


Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.


Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,


hag e roi an arc'hant en trok eus kement a c'hoantaio da ene, loened bras pe bihan, gwin, evajoù kreñv, hervez c'hoantoù da ene e tebri dirak an AOTROU da Zoue, hag e laouenai, te ha da diegezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan