Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.
Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.
Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,