Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 11:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 11:33
20 Iomraidhean Croise  

Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Hag an AOTROU a gounnaras a-enep Salomon, dre m'en doa distroet e galon diouzh an AOTROU Doue Israel, a oa en em ziskouezet dezhañ div wech,


roget em eus rouantelezh ti David, he roet em eus dit, met n'out ket bet evel David va servijer, en deus miret va gourc'hemennoù ha kerzhet war va lerc'h a-greiz e galon, en ur ober nemet ar pezh a zo eeun dirazon.


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?


Dilezel a reas an AOTROU Doue e dadoù, ha ne gerzhas ket war hentoù an AOTROU.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoù? Ha koulskoude n'int ket doueoù. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.


Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.


Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.


Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioù hag ez teñzorioù, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoù.


Efraim a zo en em roet d'an idoloù, dilez eñ!


hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,


Gwalleur dit, Moab! Kollet out, pobl Kemosh! Lezet en deus e vibien da dec'hout, hag e verc'hed da vezañ tapet gant Sihon, roue an Amoreaned.


Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan