Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellañ lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoù tropelloù war ar pezh a zo din.
Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.