Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Rouaned 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoù a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Rouaned 10:7
9 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez.


Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!


Ar pezh hor boa klevet, hon eus gwelet e kêr AOTROU an armeoù, e kêr hon Doue. Doue a gendalc'ho anezhi da viken.  Ehan


Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Met int, o klevout e oa bev hag he doa-hi gwelet anezhañ, ne gredjont ket.


Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan