Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Pêr 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Pêr 3:15
34 Iomraidhean Croise  

Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne'm bo ket a vezh.


Kalon an den reizh a soñj er pezh a respont, met genoù ar re zrouk a skuilh traoù fall.


evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioù a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.


Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoù, eme roue Jakob.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Na lavarit ket: Kavailh! bep gwech ma lavaro ar bobl-mañ: Kavailh! N'ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razañ ha na vezit ket spouronet.


An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mañ er vro am eus roet dezho.


dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e gouelec'h Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin.


Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da’m lezel da gomz d’ar bobl.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


pa welint ho kundu glan ha doujañsus.


met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.


Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan