Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Pêr 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez; mes evel servicherien da Zoue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Pêr 2:16
15 Iomraidhean Croise  

Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.


O vezañ bet dieubet eus ar pec’hed, oc’h deuet sklavourien d’ar reizhder.


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.


Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,


o c’houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.


Rak n’hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zroukc’hoant, Doue a zo test a gement-se.


Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.


Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz,


o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan