Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d’an idoloù, ec’h ouzomp penaos un idol n’eo netra er bed ha penaos n’eus nemet un Doue hepken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Dre‐ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep‐ken.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 8:4
33 Iomraidhean Croise  

dre ma'z out bras hag e rez traoù burzhudus. Te a zo Doue, te hepken.


AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!


Bremañ eta AOTROU hon Doue, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.


Setu ez oc'h nebeutoc'h eget netra, hag ar pezh a rit n'eo mann ebet. Un euzhusted eo en em blijout ennoc'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.


Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,


Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.


Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.


Jezuz a respontas dezhañ: Ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken,


O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.


met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.


hag e welit hag e klevit penaos, n’eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n’int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud.


E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.


Rak mar gwel unan bennak ac’hanout, te hag ac’h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d’an idoloù?


Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ.


Gwechall, evit gwir, dre ma n’anavezec’h ket Doue, e servijec’h doueed ha n’int ket doueed dre o natur,


un Doue hepken ha Tad d’an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc’h holl.


Aotrou AOTROU, kroget ec'h eus da ziskouez da'z servijer da vraster ha da zorn kreñv, rak pehini eo an doue, en neñv ha war an douar, a c'hellfe seveniñ oberennoù ha burzhudoù heñvel ouzh da re?


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.


Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.


Gouez eta hiziv ha merk ez kalon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neñv ha d'an traoñ war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetañ,


Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Rak n’eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,


da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan