Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall‐ioulou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 7:5
11 Iomraidhean Croise  

Hag e lavaras d'ar bobl: Bezit prest a-benn tri deiz, na dostait ket ouzh gwreg ebet.


Mar kemer unan all, ne lamo netra digant an hini gentañ eus ar boued, eus an dilhad, nag eus an droed-pried.


Dastumit ar bobl, santelait ar vodadenn, dastumit an henaourien, dastumit ar vugale hag ar re a zen ar vronn. Ra zeuio ar gwaz-nevez eus e gambr hag ar plac'h-nevez eus he c'hambrig.


hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?


Met ar seurt-se ne d-a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.


Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.


Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.


Ar wreg n’eo ket mestr war he c’horf hec’h-unan, met an ozhac’h eo. En hevelep doare ivez an ozhac’h n’eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.


O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan