Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ha n’ouzoc’h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc’h traoù ar vuhez-mañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos e varnimp‐ni an elez? Kent a ze e varnimp‐ni traou ar vuez‐man!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 6:3
14 Iomraidhean Croise  

Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.


betek ma teuas Henaour an deizioù, ha ma voe roet ar varn da sent an Uhel-Meurbet, ha ma teuas an amzer evit ar sent da berc'hennañ ar rouantelezh.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c’hast? N’eo ket!


Ha n’ouzoc’h ket penaos an hini en em unan gant ur c’hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c’hig hepken.


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,


Pa hoc’h eus prosezioù evit traoù ar vuhez-mañ, e kemerit evit barnerien ar re n’eo ket graet van anezho en Iliz?


Den ebet oc’h ober ar brezel n’en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d’an hini en deus enrollet anezhañ,


rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan