Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c’hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 (en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus‐Christ,) barnet em euz,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 5:4
18 Iomraidhean Croise  

Reiñ a rin dit alc’houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


D’ar re e pardonot o fec’hedoù, e vint pardonet dezho, ha d’ar re o dalc’hot, e vint dalc’het dezho.


Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d’ar spered: Me a c’hourc’hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.


Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne’m eus nag arc’hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!


oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.


Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na’m bo ket da vezañ garv ganeoc’h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ.


peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n’eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc’h.


A-walc’h eo d’un hevelep den bezañ bet kastizet gant an niver brasañ,


Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan