Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag oc’h en em c’hwezhet gant an ourgouilh! Ha n’oc’h ket, er c’hontrol, bet er glac’har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag ez oc’h c’hoas c’houezet gant an ourgouil! Ha n’hoc’h euz ket, kentoc’h, kemeret gla‐c’har, evit ma vije lammet euz ho touez an hini hen deuz great kement‐se?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 5:2
16 Iomraidhean Croise  

Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn.


Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziñ e daeroù, dre ma vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.


Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.


Hogen hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.


Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan