Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d’ar marv, ouzh hol lakaat da wel d’ar bed, d’an aeled ha d’an dud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Rag me a zonj penaos Doue hen deuz hon exposet, ni an ebestel, evel an diveza euz an dud, evel tud destinet d’ar maro, o lakaad ac’hanomp da zervichoud da spectacl d’ar bed, d’an elez ha d’an dud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 4:9
21 Iomraidhean Croise  

Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?


Bet on evel ur burzhud dirak daoulagad kalz, met te eo va bodenn greñv.


Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù?


Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d’an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.


Hiniennoù zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d’e bediñ na yaje ket d’an teatr.


Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d’ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d’ar gigerezh.


Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ.


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d’ar marv,


evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


pa oac’h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d’ar re o deus gouzañvet kement-se.


reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan