Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Dija hoc’h eus resevet ho kwalc’h, dija ez oc’h pinvidik, emaoc’h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc’h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Dija ez oc’h leun, dija ez oc’h pinvidic, emoc’h o ren hepd’omp‐ni. Plijet gant Doue ma renfac’h evit ma renimp ive assambles ganeoc’h!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 4:8
27 Iomraidhean Croise  

Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.


Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.


Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!


Ar profed Jeremiaz a lavaras: Amen! Ra vo graet evel-se gant an AOTROU! Ra seveno an AOTROU da gomzoù ac'h eus profedet, ha ra lakaio da zont en-dro eus Babilon d'al lec'h-mañ traoù ti an AOTROU hag an holl harluidi.


Moizez a lavaras: Hag ez out gwarizius evidon? Ra blijfe gant Doue e vije holl bobl an AOTROU profeded, ha ma lakaje an AOTROU e Spered warno!


O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.


Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo.


Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c’hoazh ar re holl a selaou ac’hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


dre ma’z oc’h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh,


Hogen hiniennoù a zo en em c’hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.


N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?


Plijus e vefe din hag e c’hellfec’h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac’hanon.


Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c’houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan