Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag piou a laka eun differans‐benag etrezoud hag eun all? Ha petra ec’h euzte, ha n’az pefe recevet? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez‐te, evel pa n’az pefe ket hen recevet?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 4:7
29 Iomraidhean Croise  

Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoù e teu an anaoudegezh hag ar meiz.


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.


Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.


O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.


Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras.


Yann a respontas: Den ne c’hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?


N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?


Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan