Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 4:5
48 Iomraidhean Croise  

Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv.


An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.


Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.


Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.


Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.


Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.


N’ho pet ket aon eta rak int, rak n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.


Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.


Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc’h ober evel-se.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n’en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?


Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?


Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc’h en e sav pe mar kouezh, d’e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.


met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Mar fell da unan bennak daelañ, n’hon eus ket ar c’hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut.


Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma’c’h evit eus an hanaf-mañ, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio.


met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d’e zonedigezh.


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.


An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.


Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.


evit na vo ket kredet e fellfe din ober aon deoc’h dre va lizheroù.


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.


Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


o c’hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet?


hag a lavaro: Pelec’h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma’z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.


Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan