Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Korintiz 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Ra zeui eta pep hini da gemer ac’hanomp evel servicherien d’ar C’hrist ha dispanserien euz a vysteriou Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Korintiz 4:1
29 Iomraidhean Croise  

Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.


Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?


Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,


hervez m’o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,


An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?


Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?


falstamallet, ec’h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl.


A-hend-all, ar pezh a c’houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac’hanon en tu all d’ar pezh a wel ennon pe d’ar pezh a glev diganin.


Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.


met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.


o virout mister ar feiz en ur goustiañs c’hlan.


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan